Peder eur hanter e oa e skol vras ar bourk. Ur skol c’hallek gant un nebeud klasoù divyezhek galleg-brezhoneg. Aet e oa ar vugale CE2 er-maez. Chomet e oa E… e-unan er sal-glas, evit renkañ e draoù a-benn an dervezh1 war-lerc’h2. Miz Gwengolo e oa anezhi, nevez kroget e oa E… gant e vicher skolaer, d’e dregont vloaz.
Ur vicher all en doa bet graet a-raok. Aet e oa skuizh ganti, setu m’en doa heuliet ur stummadur a nav miz war ar brezhoneg. Ne oa ket bet pell o teskiñ. Koulskoude ne ouie ket a vrezhoneg p’en doa kroget ganti, panevet3 un nebeud gerioù, « kenavo », « gwin ruz », « brav an amzer », « gast ar c’hast »… En ur gêr vras e oa bet desavet4, e dud ne ouient ket brezhoneg. E dud-kozh avat, o chom war ar maez er gouie. Nemet n’en doa ket bet kalz a zarempred5 ganto. Marvet e oant pa oa E… yaouank flamm. Kerse5 en doa dezho abalamour d’ar brezhoneg.
Renket e draoù gantañ war-dro ar burev hag an daolenn, e reas6 ur sell ouzh ar sal-glas. Taolioù ha kadorioù bihan evit ugent bugel. Ugent bugel nemetken ! Chañs o doa ar vugale vrezhonegerien da gaout ur sal vihan, da vezañ ken rouez7. E-skoaz8 er c’hlasoù galleg e oant niverusoc’h. Kalz re niverus. Setu m’o doa gwarizi9 ouzh ar vrezhonegerien. Un dra bennak a oa war unan eus taolioù er renkennad10 diwezhañ. Un dra bennak karrezek pe hirgarrezek11 ha moan. Sevel a reas E… diwar e gador ha mont goustadik da welet. E ken kaz12… Kemend-all a wallzarvoudoù13 a c’hoarveze dre ar bed, gwalldaolioù14, bombezennoù15, kaset en dro16 gant sponterien17, teroristed. Er skolioù e-giz18 e lec’h all. Ha ma vefe…
Ur pennad diouzh19 an daol e chomas a-sav. Ul levr eo ez oa. War-dro ugent santimetr hirder dezhañ, dek a ledander hag a-vec’h20 unan a devder21. Ul levr en e sal-glas ! Soñj en doa bezañ lennet un nebeud levrioù pa oa er skolaj. Victor Hugo, Flaubert, Lamartine, Stendhal, Racine, Corneille, Molière, Zola, Baudelaire… Levrioù amprestet22 e levraoueg ar skolaj. Er gêr ne oa ket a levrioù e ti e dud.
Tostaat a reas ouzh al levr. Un dresadenn liv a oa war ar golo, ruz ha du : ur roue bras e-kreiz, ur roue all, bihanoc’h, a bep tu dezhañ, unan du hag unan melen. Ha skrivet gant lizherennoù bras, Alanig an tri roue, ha gant lizherennoù bihan en nec’h23 Roparz Hemon, hag en traoñ Langleiz ha Skridoù Breizh.
Ul levr brezhoneg ! Ha bez’ e oa eus levrioù brezhoneg ‘ta ? Pe unan da nebeutañ24. Levr ebet n’en doa bet etre e zouarn e-pad e stummadur, na gwelet hini ebet war daol ar c’helenner. Ouzh un daolenn e rae ar stummerien o labour pe ouzh skramm an urzhiataer. Levr ebet. Da soñj e teuas da E... eus skritelloù en doa gwelet e kêr.
« Gouel al levrioù e Karaez ». Levrioù ! Ouzhpenn ul levr a oa neuze, levrioù ! Ha Roparz Hemon, piv ‘oa hennezh ? Biskoazh anv diwar e benn n’en doa klevet. Ur skrivagner brezhonek moarvat. Skrivet ul levr gantañ.
Lezel a reas ar skolaer E… al levr war an daol, prennañ dor ar sal-glas ha distreiñ d’ar gêr. Paotr yaouank e oa, en e-unan edo o vevañ en ur ranndi bihan. Prederiet-bras25 e oa gant el levr-hont. Perak ‘ta e oa bet lezet war e daol gant ar paotrig CE2. Penaos en doa kredet en ober ? Hag un dra bennak en doa bet c’hoant da ziskouez d’ar mestr-skol ? Ur paotrig sioul e oa, labourat mat a rae, tamm chali26 ebet n’en doa bet gantañ. petra 'zo o c'hoari gant ar paotr bihan kennebeut.
Ne gouskas ket mat E… en noz war-lerc’h. Kousk-dihun hag hunvreal. Hunvreoù iskis. En hunvre kentañ e teue an tri roue, an hini bras dreist-holl hag a oa e-kreiz ar skeudenn da egasiñ27 anezhañ hep ehanañ28. Moged a zeue eus toulloù ar voulienn29 a oa gantañ. Mougañ30 a rae E… pe dost gant ar moged, endra ma skrigne31 an tri roue o dent. En eilvet hunvre, e oa un den stag ouzh ur peul32 war ur blasenn. Roparz Hemon a oa skrivet e-harz e dreid33. Ur maread34 levrioù a oa berniet en-dro dezhañ. Mil skouerenn pe ouzhpenn eus Alanig an tri roue.
Dont a rae un den, Jules Ferry skrivet war e gein, da c’hwezhañ tan er bern levrioù, ken e vouge Roparz Hemon. Enebour35 bras ar brezhoneg hag ar yezhoù bihan e oa Jules Ferry, se en doa desket E…
En un hunvre all e oa eñ e-unan, E… ar skolaer, stag ouzh ar peul e-lec’h Roparz Hemon. En un hunvre all c’hoazh edo o c’haloupat dirak al levr Alanig an tri roue damzigor o klask pakañ anezhañ hag e waskañ. Glep-dour-teil e veze o tihuniñ war-lerc’h pep hunvre. Mintin-abred e savas E… ha mont kerkent36 d’ar skol, a-vec’h evet ur banne kafe gantañ. Talmañ37 a rae galon en e greiz.
Atav edo al levr aze, war an daol bellañ. Goustadik enkrezet-holl38, tostaas outañ, chom a-sav hag astenn e zorn. Al levr ne fiñvas ket, ne glaskas ket an tri roue tec’het kuit. Hardishaat a reas neuze ha kregiñ ennañ gant e zaou dorn. N’en doa ket soñj penaos e oa er skolaj pa groge en ul levr. Peseurt santadur war e groc’hen. Digeriñ a reas al levr ha lenn ar bajennad kentañ. Diaes e voe er penn kentañ lenn brezhoneg, bep un tamm avat ec’h aesaas dezhañ.
« Ar c’hraou Nedeleg. E kambr mamm-gozh Alanig e oa un armel vras, hag en armel-se e oa leun a draoù prizius. Ne veze ket digoret bemdez. Marteze ur wech ar miz. Pa veze digoret, hini eus ar bugale, nag Alanig, nag e c’hoar vihan Anna, na zoken39 e gendrev Loeiz, hag eñ koulskoude ur paotr vras pemzek vloaz, ne veze lezet da dostaat… »
Dudius40 e oa, aes da lenn ha da gompren. Brezhoneg eeun41. Roparz Hemon ! Piv e oa hennezh ‘ta ? Ouzh ur urzhiataer e sellas. Roparz Hemon, Louis Nemo e wir anv, ganet e Brest e 1900. Ha neuze ar gelaouenn42 Gwalarn. Ur Breizhiad oc’h adkavout Breizh. Mari Vorgan Barzhonegoù, pezhioù-c’hoari, prederiadennoù43, yezhadur ha geriadur, ti-embann hag all… Ha c’hoazh Jakez Riou, Youenn Drezenn, Meaven, Langleiz… Ha diwezhatoc’h Ar Bed Keltiek, Al Liamm, Hor Yezh… Kement-se a binvidigezhioù brezhonek dianav dezhañ !
A-raok ma teuas ar vugale er sal, e lakaas Alanig an tri roue en e arbel44 el lec’h ma veze renket an teuliadoù45. Sell ‘ta ! Souezhet e voe lakaet, e traoñ an arbel e oa ur bern levrioù. N’en doa ket taolet evezh46 outo a-raok. Levrioù evit ar bugale, gant un ti-embann evit ar skolioù brezhonek.
Ur bern e oa anezho, dindan plastik atav, ne oa ket bet freuzet47 ar pakajoù. Abaoe meur a vloaz. Embannet e veze levrioù brezhonek evit ar vugale ‘ta . Pebezh teñzor evit ur skolaer hag e skolidi.
Graet e oa e soñj gantañ. O reiñ a rafe de skolidi da lenn ha da studial. Eñ diouzh e du az afe da studial al lennegezh48 vrezhonek, ar skrivagnerien hag o oberennoù. Evitañ hag e skolidi, ha ken dillo49 all evit ar skolaerezed ha skolaerien all ivez.
D’an abardaez, p’edo ar vugale o kuitaat ar sal-glas, paotrig an daol ma oa bet Alanig an tri roue, a oa da ziwezhañ. Ober a reas ur serr-lagad d’ar mestr ha mont er-maez.
1 dervezh pe devezh (journée)
2 war-lerc’h (à la suite, après)
3 panevet (si ce n’était)
4 desavet v.desevel (élevé, éduqué)
5 kerse v.kaout kerse (avoir du regret)
6 reas v.reiñ (au passé défini (simple))
7 rouez (rare, clairsemé)
8 e-skoaz (en comparaison de, à côté de)
9 gwarizi (jalousie)
10 renkennad (rangée)
11 hirgarrezek (rectangle)
12 e ken kaz (au cas où)
13 gwallzarvoudoù – a wall… (accidents)
14 gwalldaol -ioù (attentat-s)
15 bombezenn-où (bombardement-s
16 kas en dro (faire fonctionner)
17 sponter-ien (terroriste-s)
18 e-giz (comme, pareil, ainsi que)
19 ur pennad diouzh (à distance de )
20 a-vec’h (à peine)
21 hirder, ledander, devder (longueur, largeur, épaisseur)
22 amprestañ (emprunter)
23 en nec’h (en haut) en traon (en-bas)
24 pe unan da nebeutañ (rien de moins )
25 prederiañ (préoccuper)
26 chali (soucis)
27 egasiñ
28 ehanañ (sans cesse)
29 boulienn° (tête : familièrement)
30 mougañ (suffoquer, étouffer)
31 skrignañ (grincer)
32 stag ouzh ur peul (attaché à un poteau)
33 e-harz e dreid (à ses pieds)
34 maread (grand nombre)
35 eneber enebour (adversaire, opposant)
36 kerkent (aussitôt)
37 talmañ (battre (pouls, cœur))
38 enkreziñ (inquiéter)
39 zoken (même)
40 dudius (agréable, intéressant, charmant)
41 eeun (simple, droit, juste …)
42 kelaouenn° (journal, gazette)
43 prederiadenn(où) réflexion, pensée(s)
44 arbel variante de armel (armoire)
45 teulias(où) dossier
46 Teurel evezh (taol) prendre garde, faire attention
47 freuzañ (déchirer, défaire, briser …)
48 lennegezh (littérature)
49 dillo (rapide, prompt, vif, actif…)